Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 D'an trede devezh, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welas al lec'h a-bell.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 22:4
19 Iomraidhean Croise  

Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.


Abraham a lavaras d'e vevelien: Chomit amañ gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec'h azeulimp, ha neuze e tistroimp d'ho kavout.


Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,


D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.


Neuze Moizez a gasas Israel kuit eus ar Mor Ruz, hag ez ejont war-zu gouelec'h Shur. Hag e kerzhjont tri devezh er gouelec'h, ha ne gavjont ket dour.


Ra vint prest evit an trede deiz, rak d'an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.


Hag e lavaras d'ar bobl: Bezit prest a-benn tri deiz, na dostait ket ouzh gwreg ebet.


Int a lavaras: Doue an Hebreed a zo deuet a-raok deomp; lez ac'hanomp d'ober ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, gant aon na skofe warnomp gant ar vosenn pe ar c'hleze.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


An nemorant eus kig an aberzh a vo devet en tan d’an trede deiz.


Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh.


En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan.


An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz.


C'hwi a gampo er-maez eus ar c'hamp e-pad seizh devezh. Kement hini en deus lazhet unan bennak ha kement hini en deus stoket ouzh unan bennak lazhet, ra en em c'hlanaio d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, eñ hag e brizonidi.


e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d’al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc’han da yac’haat hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo peurc’hraet ganin.


penaos eo bet sebeliet, eo adsavet a varv d’an trede deiz hervez ar Skriturioù,


Tremenit e-barzh ar c'hamp ha roit urzhioù d'ar bobl o lavarout: Kempennit pourvezioù, rak a-benn tri devezh e tremenot ar Jordan-mañ, evit mont da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue da berc'hennañ.


David a dremenas en tu all, hag en em zalc'has war lein ar menez, pell ac'hane; ur pennad mat a oa etrezo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan