Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Neuze Izaak a gomzas da Abraham e dad hag a lavaras: Va zad! Eñ a respontas: Setu-me amañ, va mab! Lavarout a reas: Setu an tan hag ar c'hoad, met pelec'h emañ an oan evit al loskaberzh?
Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.
Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.
Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.
Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec'h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa ez kalon ha ma virfes e c'hourc'hemennoù.
evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.