Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.
Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.
Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit.
Emglev an amdroc’h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec’h amdroc’has anezhañ d’an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d’an daouzek uheldad.
Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d'ar stêr, lakaet em eus anezhañ da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiñ dezhañ Izaak.