Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Sara a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Abraham en e gozhni, en amzer m'en doa lavaret Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 21:2
12 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.


Met va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ.


Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ.


Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.


Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c’hozhni, hemañ eo ar c’hwec’hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac’h,


Emglev an amdroc’h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec’h amdroc’has anezhañ d’an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d’an daouzek uheldad.


Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d’ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.


Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank.


Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d’he oad, e c’hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa.


Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d'ar stêr, lakaet em eus anezhañ da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiñ dezhañ Izaak.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan