Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Met Doue a zeuas da gavout Abimelek en noz dre un huñvre hag a lavaras: Setu, te a zo marv abalamour d'ar wreg ac'h eus kemeret, rak ur pried he deus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 20:3
22 Iomraidhean Croise  

Met an AOTROU a skoas a c'houlioù bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram.


Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?


Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.


Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.


Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huñvre en noz hag a lavaras: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


Jozef en doe un huñvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h.


C'hoazh en doe un huñvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas: Bet em eus c'hoazh un huñvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn a stoue dirazon.


O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.


Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.


Doue a gomzas da Israel en ur weledigezh e-pad an noz hag a lavaras: Jakob! Jakob! Eñ a respontas: Setu-me amañ!


ne lezas den d'o gwaskañ, hag e kastizas rouaned abalamour dezho,


dre huñvre, dre weledigezh noz, pa gouezh ur c'housk war an dud, e-pad ma kouskont war o gwele.


evit distreiñ an den diouzh e oberoù fall, evit pellaat dioutañ al lorc'h,


ne lezas den d'o gwaskañ, ha e kastizas rouaned abalamour dezho,


Jonaz en em lakaas da vont tre e kêr, hed un devezh bale. Hag e krie o lavarout: Daou-ugent devezh c'hoazh, ha Ninive a vo distrujet!


Doue a zeuas da gavout Balaam hag a lavaras: Piv eo an dud-se a zo ez ti?


Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,


E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan