Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Abraham a lavaras eus Sara e wreg: Va c'hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasas da skrapañ Sara.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 20:2
17 Iomraidhean Croise  

Priñsed Faraon he gwelas hag he meulas dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon.


Met e gwirionez va c'hoar eo ivez, merc'h da'm zad, hogen n'eo ket merc'h da'm mamm hag eo deuet da vezañ va gwreg.


Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.


Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentañ a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar.


Abimelek a lavaras da Izaak: Kae kuit ac'hann, rak deuet out da vezañ kalz galloudusoc'h egedomp.


Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Neuze Eliezer mab Dodava, eus Maresha, a brofedas a-enep Jozafad, o lavarout: Dre ma ec'h eus en em unanet gant Akazia, an AOTROU en deus distrujet da oberenn. Hag al listri a voe bruzunet, ha ne c'helljont ket mont da Darsiz.


Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.


rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.


Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesañ, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan