Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 An AOTROU Doue a lakaas da ziwanañ eus an douar pep seurt gwez dudius d'ar gweled ha mat da zebriñ, hag ar wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 2:9
19 Iomraidhean Croise  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


An AOTROU Doue a lavaras: Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremañ eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken.


Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.


Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret: Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h.


met Doue a oar penaos e deiz ma tebrot diouto, ho taoulagad a zigoro hag e viot evel doueed, oc'h anavezout ar mad hag an droug.


Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c'hounez eneoù a zo fur.


Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.


Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.


E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.


Me eo ar bara a vuhez.


E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.


Ar reizhder a zalc'himp pa virimp an holl c'hourc'hemennoù-se ha pa raimp diouto dirak an AOTROU hon Doue, evel m'en deus urzhiet deomp.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.


Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.


E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan