Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.
Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
en em gavet out bet en Eden, e liorzh Doue, goloet gant mein prizius a bep seurt, kornalin, topaz, diamant, krizolit, oniks, yalp, safir, skarboukl, emrodez hag aour. Oberidigezh an taboulinoù hag ar fleütoù a zo bet du-se, kempennet evit an deiz ma voes krouet.
Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.
Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.
An tan a zebr dirazo, hag ar flamm a lonk war o lerc'h. A-raok dezho e oa ar vro ul liorzh Eden, ha war o lerc'h eo ur gouelec'h spontus. Ha n'eus netra hag a c'hellfe tec'hout diganto.