Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit?
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
o lavarout: Ni a drugareka ac’hanout, Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec’h eus kemeret da c’halloud bras en da zorn ha dre ma’z out aet en da ren.