Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 2:18
10 Iomraidhean Croise  

Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.


Adam a roas anvioù d'an holl chatal, da laboused an neñvoù ha da holl anevaled ar parkeier; met evit an den, ne gavas skoazell ebet heñvel outañ.


Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.


An hini en deus kavet ur wreg en deus kavet an eurvad, ur grad-vat eo digant an AOTROU.


Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc’h tremen fleur hec’h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec’ho ket. Ra zimezo ar merc’hed.


En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.


Naomi he mamm-kaer a lavaras dezhi: Va merc'h, ha ne glaskin ket dit un diskuizh, evit ma vi eürus?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan