Ha Doue a lavaras: Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war-c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had: kement-se a vo ho poued.
An AOTROU Doue a lakaas da ziwanañ eus an douar pep seurt gwez dudius d'ar gweled ha mat da zebriñ, hag ar wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.