Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout: AOTROU Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!
Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.
Un arouez e vo etrezon-me ha mibien Israel da viken, rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù hag an douar, met er seizhvet devezh en deus paouezet hag en deus diskuizhet.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d'ar bobl a zo warnañ, ha spered d'ar re a gerzh warnañ:
Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.
Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.
Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:
O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac’h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno,
Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma’z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc’h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec’h distro?
o vont war-lerc'h doueoù all o servijañ anezho hag o stouiñ dirazo, dirak an heol pe dirak al loar pe dirak holl arme an neñv, ar pezh ne'm eus ket gourc'hemennet,
gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.
Evidomp-ni hon eus kredet, ec’h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c’hounnar, n’antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc’hraet abaoe krouidigezh ar bed.