Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 19:3
18 Iomraidhean Croise  

Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.


Ar bugel a greskas hag a voe dizonet. Abraham a reas ur fest vras en deiz ma voe Izaak dizonet.


Lavarout a reas: Deus e-barzh, benniget gant an AOTROU! Perak en em zalc'hez er-maez? Kempennet em eus an ti hag ul lec'h evit ar c'hañvaled?


Ur fest a reas dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont.


Un deiz ma tremenas Elizea dre Sunem, e oa eno ur vaouez pinvidik a zalc'has anezhañ da zebriñ bara en he zi. Ha bep gwech ma tremene, ez ae di evit debriñ bara.


E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.


Hag e poazhjont an toaz o doa degaset eus an Ejipt da ober gwestell hep goell, rak ne oa ket goet, peogwir e oant bet kaset kuit eus an Ejipt hep dale ha n'o doa ket kemeret pourvezioù ganto.


me a lavar deoc’h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma’z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d’e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.


Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.


Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.


Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.


Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.


Gedeon a yeas en ti da fichañ ur menn-gavr ha gwestell hep goell gant un efa bleud. Lakaat a reas ar c'hig en ur baner, ar soubenn en ur pod, hag o degasas dindan an dervenn d'o c'hinnig.


Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastañ a reas e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan