Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ.
Laban a yeas e teltenn Jakob, e teltenn Lea hag e teltenn an div vatezh, ha n'o c'havas ket. Neuze ez eas kuit eus teltenn Lea hag ez eas e teltenn Rachel.
Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.