Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
An den a yeas eta en ti. Laban a ziskargas ar c'hañvaled hag a roas plouz ha boued d'ar c'hañvaled, ha dour da walc'hiñ e dreid ha treid an dud a oa gantañ.
Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne’c’h eus ket roet dour din evit gwalc’hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec’het gant he blev.
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.