Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.
na bella ket ac'hann betek ma teuin en-dro da'z kavout, ha ma tegasin va frof, ha ma em bo e lakaet dirazout. Hag e lavaras: Chom a rin ken na zistroi.
Gedeon a yeas en ti da fichañ ur menn-gavr ha gwestell hep goell gant un efa bleud. Lakaat a reas ar c'hig en ur baner, ar soubenn en ur pod, hag o degasas dindan an dervenn d'o c'hinnig.