me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.
An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.
Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat ez keñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras.
Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.
Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù.