Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?
Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.
Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.
Sevel a ris hag ez is d'ar blaenenn, ha setu gloar an AOTROU en em zalc'has eno, evel m'em boa e welet tost da stêr Kebar. Hag e kouezhis war va dremm.
Evel ma skoent ha ma chomen c'hoazh eno, e kouezhis war va dremm hag e kriis o lavarout: A! AOTROU Aotrou! Ha fellout a ra dit distrujañ holl nemorant Israel, en ur skuilhañ da fulor war Jeruzalem?
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
evel ma'z ae ar flamm eus an aoter war-zu an neñv, ael an AOTROU a savas ivez e flamm an aoter. Manoak hag e wreg, o welout kement-se, a gouezhas war o dremmoù d'an douar.