Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc’h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d’ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac’hanoc’h d’en em c’hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile.