Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 15:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Respont a reas dezhañ: Kemer un annoar tri bloaz, ur c'havr tri bloaz, ur maout tri bloaz, un durzhunell hag ur goulmig.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 15:9
18 Iomraidhean Croise  

Kemer a reas an holl draoù-se, o daouhanteras, hag e lakaas pep hanter dirak egile, met ne zaouhanteras ket al laboused.


Lavarout a reas: AOTROU Doue, dre benaos ec'h anavezin e vo din?


Abraham a savas e zaoulagad hag a sellas, ha setu e oa a-dreñv dezhañ ur maout dalc'het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeas da gemer ar maout hag a ginnigas anezhañ e loskaberzh e-lec'h e vab.


Dastumit en-dro din va re leal, c'hwi hag hoc'h eus graet un emglev ganin dre un aberzh.


Ar bleuñv en em ziskouez war an douar, amzer ar c'hanaouennoù a zo deuet ha mouezh an durzhunell a vez klevet war hor maez.


va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.


Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.


Mar d-eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


ha div durzhunell pe div goulm yaouank, hervez e aez, unan evit an aberzh-dic’haouiñ hag eben evit al loskaberzh.


Neuze e kinnigo unan an div durzhunell pe unan an div goulm yaouank, hervez ar pezh a c’hello kaout,


Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU.


Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi.


hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.


ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.


hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan