Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.
David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl vrezelourien galonek, ar pennoù hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, en doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet eus e vouzelloù a lakaas anezhañ da gouezhañ eno dre ar c'hleze.