Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 15:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Abram a respontas: AOTROU Doue, petra a roi din? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhañ eo Eliezer a Zamask.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 15:2
21 Iomraidhean Croise  

Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.


Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.


Hag Abram a lavaras: Setu ne'c'h eus ket roet din a lignez, setu perak an hini ganet em zi a vo va heritour.


Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor.


Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,


Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.


Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?


Neuze e tostajont ouzh mestr ti Jozef hag e komzjont dezhañ e-tal an nor,


Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout: Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoù e sac'h.


Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.


An esperañs daleet a laka ar galon da langisañ, met ar c'hoant sevenet a zo evel ur wezenn a vuhez.


Ar servijer poellek a reno war ar mab a ra mezh, hag en devo lod en hêrezh gant ar vreudeur.


Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezañ ur gêr, dont a ra da vezañ ur bern atredoù.


e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.


Diwar-benn Damask. Hamad hag Arpad a zo mezhekaet, rak klevet o deus keloù fall, teuziñ a reont. Gwall vor 'zo ha ne c'hell ket sioulaat.


Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d’e lignez war e lerc’h, petra bennak n’en doa bugel ebet.


Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.


Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan