Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 14:2
12 Iomraidhean Croise  

Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.


Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.


Abram a chomas e bro Ganaan. Lot a chomas e kêrioù ar blaenenn hag a fichas e deltennoù betek Sodom.


Hadid, Zeboim, Neballad,


va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.


En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


ar c'hreisteiz, plaenenn traonienn Jeriko, kêr ar palmez, betek Zoar.


Ur bagad all a yeas dre hent Bet-Horon, hag an trede bagad a yeas dre hent an harz a zo dirak traonienn Zeboim, war-zu ar gouelec'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan