Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 13:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha n'emañ ket dirazout an holl vro? Pella eta diouzhin: mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 13:9
11 Iomraidhean Croise  

Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.


Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.


Abimelek a lavaras: Setu va bro a zo dirazout, chom e-lec'h ma plijo dit.


Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoù.


Me a gar ar peoc'h, met kerkent ha ma komzan, emaint evit ar brezel.


Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.


Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc’h, bezit e peoc’h gant an holl dud.


Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h un dislealded bennak? Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h ur c’holl?


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan