5 Lot a gerzhe gant Abram. Eñ ivez en doa deñved, ejened ha teltennoù.
Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.
Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoù o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan.
Ar vro ne oa ket bras a-walc'h evit ma chomjent asambles, rak o madoù a oa ken stank ma ne c'helljont ket chom asambles.
Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezañ ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoù.
Ada a c'hanas Jabal. Tad e voe d'ar re a zo o chom en teltennoù hag e-kichen an tropelloù.
Tapout a raint o zeltennoù hag o zropelloù, kemer a raint o fallennoù, o holl listri hag o c'hañvaled, hag e vo yudet: Spont a bep tu!