4 el lec'h ma oa an aoter en doa graet diagent. Hag Abram a c'halvas eno anv an AOTROU.
Neuze Abram a zougas e deltennoù hag a zeuas da chom e dervennoù Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU.
Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anv an AOTROU; eno e fichas e deltenn. Servijerien Izaak a doullas eno ur puñs.
Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.
Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!
Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud!
Kinnig a rin dit an aberzh a drugarekadennoù, hag e pedin anv an AOTROU.
stouet en deus e skouarn war-zu ennon. Setu perak e pedin anezhañ va buhez-pad.
An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.
AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec'h m'emañ da c'hloar o chom.
O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da Olevad!
Neuze e c'halvi hag an AOTROU a responto, e youc'hi hag e lavaro: Setu-me amañ! Mar lamez eus da greiz ar yev, ar biz savet faeüs, ar c'homzoù drouk,
Neuze e c'halvot ac'hanon hag ez eot kuit; va fediñ a reot hag e selaouin ouzhoc'h.
Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini: