An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen.
Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec'h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoù, evel m'emañ hiziv.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.