Pa lakaas Doue ac'hanon da gantren pell eus ti va zad, e lavaris dezhi: Setu ar vadelezh a ri din, en holl lec'hioù ma'z aimp, lavar ac'hanon: Va breur eo.
Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec'hioù tro-dro, d'ar blaenenn, d'ar menez, d'an draonienn, d'ar c'hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d'al Liban betek ar stêr vras, ar stêr Efratez.