Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 12:4
10 Iomraidhean Croise  

Setu lignez Terak: Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot.


Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.


Lot a gerzhe gant Abram. Eñ ivez en doa deñved, ejened ha teltennoù.


Abram a oa en oad a c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent pa c'hanas Agar Ismael dezhañ.


Sarai gwreg Abram a gemeras Agar an Ejipsianez, he matezh, hag a roas anezhi da wreg da Abram he fried, goude m'en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan.


Deizioù bloavezhioù buhez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent.


Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan.


Neuze ez eas er-maez eus bro ar C’haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac’hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d’ar vro-mañ e-lec’h ma chomit bremañ.


Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan