Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 12:3
27 Iomraidhean Croise  

pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ?


E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.


An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen.


Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi.


Tou na ri droug ebet deomp, evel ma n'hon eus ket stoket ouzhit ha ma n'hon eus graet dit nemet vad ha ma hon eus da lezet da vont e peoc'h. Benniget out bremañ gant an AOTROU.


Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,


Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.


Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit,


Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi?


Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Met mar selaouez gant evezh e vouezh ha mar rez kement a lavarin, me a vo enebour da enebourien ha gwasker da waskerien.


En em ledañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhañ sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.


Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e lignez. N’eo ket lavaret: D’e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da’z lignez, da lavarout eo Krist.


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan