Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 12:2
38 Iomraidhean Croise  

Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.


Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.


Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhañ hag e lakain anezhañ da vezañ frouezhus ha da greskiñ kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek priñs, hag e rin anezhañ ur vroad vras.


pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ?


E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.


Abraham a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU en doa benniget Abraham en holl draoù.


An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen.


Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi.


Chom er vro-mañ, ha me a vo ganit hag a vennigo ac'hanout. Rak reiñ a rin dit ha da'z lignez an holl vroioù-se hag e rin hervez al le am eus graet da Abraham da dad.


Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,


Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.


Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.


Hag e lavaras: Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezañ ur vroad vras eno.


bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,


Servijerien ar roue a zo deuet da vennigañ ar roue David hon aotrou, o lavarout: Ra vo lakaet gant Doue anv Salomon brasoc'h eget da hini, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget da hini! Hag ar roue en deus stouet war e wele.


Da un den eveldout eo e c'hell da fallagriezh noazout, da vab an den eo e c'hell bezañ da reizhder talvoudus.


Bennigañ a ra anezho hag e kreskont kalz, ne lez ket o loened da nebeutaat.


Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc'h-niverusañ ha galloudusoc'h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto.


Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.


Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c'halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhañ.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoù en deizioù gwechall.


Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!


Me a skoio anezho gant ar vosenn, hag e tistrujin anezho, hag e lakain ac'hanout da zont da vezañ ur bobl brasoc'h ha kreñvoc'h egeto.


Doue a lavaras da Valaam: N'i ket ganto, ne villigi ket ar bobl-mañ rak benniget eo.


Setu, resevet em eus da vennigañ, benniget en deus, ne c'hellan ket cheñch.


Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,


evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.


gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham.


Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d'an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan