Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 11:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yezh e doare na glevint ket yezh an eil d'egile.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 11:7
20 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.


Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù.


Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur.


Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.


An AOTROU a ziskennas da welout ar gêr hag an tour o doa savet mibien an dud.


An AOTROU Doue a lavaras: Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremañ eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken.


Ne ouient ket e komprene Jozef, dre ma komze outo dre ur jubennour.


Lemel a ra ar gomz digant ar re disaouzan, hag e tiberc'henn ar re gozh diouzh o skiant.


An hini a zo azezet en neñvoù a c'hoarzho, an AOTROU a raio goap anezho.


An AOTROU a stlabe kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù.


Hastañ a rin tec'hout kuit, pell eus an avel taer, pell eus ar barr-amzer.


An AOTROU a lavaras: Piv en deus graet genoù an den? Pe piv eo an hini a laka mut, bouzar, gouest da welout, pe dall? Ha n'eo ket me, an AOTROU?


Ne weli ken ar bobl lorc'hus, ur bobl deñval he yezh ha na intenter ket, gant un teod oc'h haketal ha na gomprener ket.


Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!


Setu, e tegasin a-enep deoc'h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad c'halloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n'anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.


Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc’h eus kollet ho skiant?


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan