Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec'h m'emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.