Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 11:4
17 Iomraidhean Croise  

Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.


David en em reas c'hoazh brud pa zistroas eus e du-gounid war ar Siriz, en ur drec'hiñ triwec'h mil Edomad e traonienn an Holen,


Pignat a reont war-zu an neñv, diskenn a reont en donder, o ene a deuz gant an enkrez.


Met te, AOTROU, te a zo savet da viken.


Eñvor ar re reizh a vo benniget, met anv ar re zrouk a vreino.


Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.


Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl.


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Diskouezet en deus nerzh e vrec’h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc’hus en o c’halon.


Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?


Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.


An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.


Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiñ pobloù brasoc'h ha kreñvoc'h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan