Geneliezh 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Lavarout a rejont an eil d'egile: Deuomp, greomp brikennoù ha poazhomp anezho en tan. Ar brikennoù a zalc'has lec'h dezho a vein, ha ter-douar a bri-raz.
Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
hag e lakajont o buhez da vezañ c'hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d'ober gant krizderi.
Pa ne c'helle ken e zerc'hel kuzhet pelloc'h, e kemeras ur baner vroen, hag e induas anezhi gant ter-douar ha peg. Goude, e lakaas ar bugel enni hag e kasas anezhi e-mesk an elestr, war ribl ar stêr.