Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 11:2
8 Iomraidhean Croise  

Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.


An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù.


Setu perak hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war-c'horre an douar holl.


Lot a zibabas evitañ holl blaenenn ar Jordan hag ez eas ouzh kostez ar sav-heol. Hag e pellaas an eil digant egile.


En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim,


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Lavarout a reas din: Da sevel un ti dezhañ e bro Shinear; ha pa vo kempennet, e vo lakaet eno war e ziazez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan