1 An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù.
Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur.
Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno.
Hag an AOTROU a lavaras: Setu ez int ur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yezh, ha setu ar pezh a grogjont d'ober. Bremañ netra n'o harzfe d'ober ar pezh o defe soñjet.
En deiz-se e vo pemp kêr e bro Ejipt a gomzo yezh Kanaan hag a douo da AOTROU an armeoù; kêr an distruj a vo anvet unan anezho.
Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.
Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan.