Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 10:9
13 Iomraidhean Croise  

Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.


Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogas da vezañ galloudek war an douar.


Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.


Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezañ ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoù.


Erruout a reas, kerkent evel m'en doa echuet Izaak da vennigañ Jakob ha ma oa Jakob a-boan aet a-zirak Izaak e dad, ma tistroas Ezaü e vreur eus ar chase.


An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh.


Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.


Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da bec'hiñ a-enep an AOTROU, eñ ar roue Akaz.


Ha Doue az tiskaro evit biken, hag e krogo ennout, hag ez tiframmo eus da deltenn, hag ez tiwrizienno eus douar ar re vev.  Ehan


a gas kannaded war ar mor e listri broen war an doureier: Kit, kannaded skañv, etrezek ar vroad galloudus ha skedus, etrezek ar bobl spouronus zoken er pellder, ar vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù.


Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar re a zo o wriat pluegoù evit an daouarzorn, hag a ra gouelioù evit pennoù tud a bep ment, evit touellañ an eneoù. Hag e touellfec'h eneoù va fobl, hag e savetefec'h hoc'h eneoù-c'hwi?


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan