6 Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan.
Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.
Anv an eil stêr eo Gihon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Gush.
Noe a vevas pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed.
Mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc'h a voe Sem, Cham ha Jafed. Cham a voe tad da Ganaan.
Cham tad Kanaan, o vezañ gwelet noazhder e dad, a zeuas er-maez da gontañ d'e zaou vreur.
Hag e kavjont peurvanoù druz ha mat, hag ur vro ledan a bep tu, sioul hag e peoc'h, rak ar re a oa bet o chom eno diagent a ziskenne eus Cham.
Neuze Israel a zeuas d'an Ejipt, Jakob a zeuas da chom e bro Cham.
Ober a rejont burzhudoù en o c'hreiz, ha mirakloù e bro Cham.
traoù burzhudus e bro Cham, ha traoù spontus war ar Mor Ruz.
Skeiñ a reas en Ejipt an holl re gentañ-ganet, frouezh kentañ an nerzh e teltennoù Cham.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.
Tud eus Persia, Lud ha Pud a zo bet ez armead evel soudarded; ispilhet o deus en da di ar skoed hag an tokarn, splannder o deus roet dit.
Tud eus Persia, Kush ha Pud a zo ganto, o tougen skoedoù ha tokarnoù holl anezho.