Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 10:5
26 Iomraidhean Croise  

Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù.


Eber a voe tad da zaou vab: anv unan a oa Peleg rak en e amzer e voe lodennet an douar, hag anv e vreur a oa Joktan.


Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur.


Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.


Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan.


Ar re-se eo tri mab Noe; drezo eo e voe poblet an douar holl.


Hag ar roue Asueruz a lakaas tailhoù war ar vro ha war inizi ar mor.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.


An inizi o deus gwelet hag o deus bet aon. Pennoù an douar o deus krenet, tostaet o deus, deuet int.


Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!


Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.


Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.


Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.


Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.


Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.


Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!


da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Tir: Gant trouz da lamm, pa huanado ar c'hloazidi, pa vo al lazhadeg en da greiz, an inizi a greno.


An inizi a gren en deiz da lamm, ya, inizi ar mor a zo spouronet diwar-benn da ziwezh.


Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Pa lodennas an Uhel-Meurbet o hêrezh d'ar broadoù, pa zispartias mibien Adam, e lakaas bonnoù ar pobloù hervez niver mibien Israel,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan