4 Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.
Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.
Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.
Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.
ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.
Tarsiz he deus graet kenwerzh ganit en abeg da'z pinvidigezhioù a bep seurt, o pourvezañ da varc'hadoù gant arc'hant, houarn, staen ha plom.
Listri Tarsiz o deus mordoet evit da genwerzh. Leuniet out bet, e barr da vrud ez out bet e kalon ar morioù.
graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.
Lin fin eus an Ejipt gant broderezh en deus servijet dit da ouelioù ha da vanniel, gwisket ec'h eus dilhad limestra ha tane eus inizi Elisha.
Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.
Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eñ ivez a yelo da goll.