En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.
Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.
Eno emañ Meshek, Tubal hag o holl engroez, hag o bezioù a zo en-dro dezho. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.
Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.