Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Doue a reas an astennidigezh hag a zispartias an doureier a zo dindan an astennidigezh diouzh ar re a zo dreist an astennidigezh. Hag evel-se e voe.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 1:7
15 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe.


ra vint goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar. Hag evel-se e voe.


Doue a lavaras: Ra broduo an douar boudoù bev hervez o rumm, chatal, stlejviled hag anevaled douarek hervez o rumm. Hag evel-se e voe.


Doue a c'halvas an astennidigezh neñvoù. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz.


Doue a lavaras: Ra en em zastumo an doureier a zo dindan an neñvoù en ul lec'h hepken, ma en em ziskouezo ar sec'h. Hag evel-se e voe.


Dastum a ra an doureier er c'houmoul, hag ar goabrenn n'eo ket roget dindan o fouez.


Kas a ra mammennoù en traoniennoù, hag e redont etre ar menezioù.


An hini en deus graet an neñvoù gant skiant, rak e drugarez a bad da viken,


Meulit anezhañ neñvoù an neñvoù, ha c'hwi doureier a zo dreist an neñvoù!


D'ar mestr-kaner; salm David.


An neñvoù a zisklêri gloar Doue, hag an oabl a ro da anavezout oberenn e zaouarn.


Pa'z eo leun ar c'hoabrennoù, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet.


An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan