Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Doue a lavaras: Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 1:6
23 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: Ra vo goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit dispartiañ an deiz diouzh an noz; ra vint sinoù evit an amzerioù, evit an deizioù hag evit ar bloavezhioù;


Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù.


Dre e Spered e fich an neñvoù, e zorn a dreuz an naer tec'had.


Kargañ a ra ar c'hoabr eus glebor, hag e stlabez ar c'houmoul gant e sklaerder.


Hag astennet ec'h eus gantañ an neñvoù, start evel ur melezour metal teuzet?


En em baket er sklêrijenn evel un dilhad, ec'h astenn an neñvoù evel un deltenn,


Meulit anezhañ neñvoù an neñvoù, ha c'hwi doureier a zo dreist an neñvoù!


Meulit an AOTROU! Meulit Doue en e santual! Meulit eñ en astennidigezh e c'halloud!


D'ar mestr-kaner; salm David.


An neñvoù a zisklêri gloar Doue, hag an oabl a ro da anavezout oberenn e zaouarn.


An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoù.


Rak komz a ra hag an dra a zo graet, gourc'hemenn a ra hag e c'hoarvez.


Pa'z eo leun ar c'hoabrennoù, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet.


Eñ eo an hini a zo azezet dreist boul an douar, ma'z eo ar re a zo o chom ennañ evel kilheien-raden. Eñ eo an hini a astenn an neñvoù evel ur ouel, hag o displeg evel un deltenn da chom enni.


Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.


Eñ en deus graet an douar dre e c'halloud, eñ en deus diazezet ar bed dre e furnez, eñ en deus astennet an neñvoù dre e skiant.


Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:


Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan