Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Doue a c'halvas ar sklêrijenn deiz, hag an deñvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 1:5
16 Iomraidhean Croise  

Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an trede deiz.


Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pevare deiz.


Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pempvet deiz.


Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.


Doue a c'halvas an astennidigezh neñvoù. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz.


Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hañv hag ar goañv, an deiz hag an noz n'ehanint ket.


Degas a rez an deñvalijenn, hag e teu an noz, ma pourmen enni holl loened ar c'hoadoù.


An neñvoù a zisklêri gloar Doue, hag an oabl a ro da anavezout oberenn e zaouarn.


Sioulaat a ra trouz ar morioù, trouz o c'hoummoù ha ragach ar pobloù.


Dit-te eo an deiz, dit-te ivez eo an noz. Te eo a grouas ar sklêrijenn hag an heol.


Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ma c'hellit terriñ va emglev gant an deiz ha va emglev gant an noz, en doare ma ne vo ken deizioù na nozioù en o amzer,


An holl vodadenn a welas e oa marvet Aaron, hag holl di Israel a ouelas Aaron e-pad tregont devezh.


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


met kement a zo lakaet d’ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn.


c’hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan