Geneliezh 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 Doue a reas an div c'houlaouenn vras: ar c'houlaouenn vrasañ evit ren war an deiz, hag ar c'houlaouenn vihanañ evit ren war an noz. Ober a reas ivez ar stered.
Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.
Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.
Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.