Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout: AOTROU Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.
rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.
Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,
AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!
Ha n'hoc'h eus ket a anaoudegezh? Ha n'hoc'h eus ket klevet? Ha n'eo ket bet lavaret deoc'h adalek ar penn kentañ? Ha n'hoc'h eus ket komprenet diazezadenn an douar?
Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.
Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.
Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d'ar bobl a zo warnañ, ha spered d'ar re a gerzh warnañ:
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.
Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.
Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?
Lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!
Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac’h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno,
koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.
Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!