Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Galated 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 evit dasprenañ ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac’hanomp e advibien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 evit prena ar re a oa dindan al lezen, evit ma teujemp da veza bugale a adoption.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Galated 4:5
26 Iomraidhean Croise  

Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,


Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred.


Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue.


Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.


a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


Dre-se n’out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.


o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan