Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Galated 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan‐me? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Galated 1:10
20 Iomraidhean Croise  

Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.


Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c’hounezo anezhañ hag a denno ac’hanoc’h a boan.


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.


Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.


Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue


met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.


met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,


eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.


Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.


o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.


Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.


En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan