Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 N’eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement‐se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 4:17
26 Iomraidhean Croise  

An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.


Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hañv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoù da zebriñ, eus ar frouezh kentañ-se a c'hoanta va ene.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.


Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc’h.


Henn lavarout a ran c’hoazh, ra ne gemero den ac’hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac’hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez.


Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d’ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


Ne lavaran ket kement-se abalamour da’m paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m’en em gavan enni.


Rak n’hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zroukc’hoant, Doue a zo test a gement-se.


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c’hrad vat,


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan